Donald Duck

Donald Duck
Image caption
Dont war-wel The Wise Little Hen (Silly Symphonies), 1934
Krouet gant Walt Disney ha Dick Lundy
Mouezhiet gant Clarence Nash (1934-1985), Tony Anselmo (1985-bremañ)
Anvioù all Paperinik
Gwreg Daisy Duck
Lesanvioù
Kerent Huey, Dewey ha Louie Duck
Mignoned Mickey Mouse
Kevezer

Unan eus brudetañ tudennoù an tresadennoù-bev ha bannoù-treset krouet gant ar Walt Disney Company eo Donald Duck. Donald Fauntleroy Duck eo e anv en e hed. Krouet e voe e 1934 gant Walt Disney ha Dick Lundy.

Un houad gwenn eo Donald, gwisket alies gant ur roched hag ur boned martolod, ur skoulmig-balafenn met bragoù ebet dindanañ. C'hwerous hag imorus eo e demz, tarzhus zoken, disheñvel-mik diouzh tro-spered jentil ha hegarat Mickey Mouse.

Dont a reas war-wel evit ar wech kentañ e-barzh The Wise Little Hen (Ar yar vihan fur) d'an 9 a viz Mezheven 1934.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy